Unan, daou, tri !

Agenda publié le 20/10/11 11:35 dans Langues de Bretagne par Corinne ar Mero pour Corinne ar Mero
https://abp.bzh/thumbs/23/23559/23559_1.jpg
https://abp.bzh/thumbs/23/23559/23559_2.jpg

Un abadenn nevez-flamm war Brezhoweb !

Evit ha gant ar vugale eo graet an abadenn Unan, daou, tri !

C'hoarioù aes a vez kinniget da zaou skipailh bugale, dezhe da vezañ prim evit a-walc'h respont an eil re a-raok ar re all. Ur vazh hir da dapet hep lakaat ar re all da fichal, tammoù koad 'vez ret roiñ ur stumm eeun dezhe, mod-pe-vod, anvioù loened da gavet prim-ha-prim… sell aze pezh 'vez goullet gante ober gant Aziliz ha Tangi, daou ginniger leun a startijenn.

Hag evit diskuizhañ un tamm etre ar c'hoarioù e sellont holl asambles deus tresadennoù-bev…

Bed ar skinwel e brezhoneg

A-raok mare filmañ an abadenn zo bet displeget dezhe penaos e kerzh an traoù war ul leurenn skinwel, piv eo an deknikourien a ra war-dro ha petra eo perzh pep hini. Dedennet-bras o doa diskouezet bezañ ar c'hwec'h skipailh kentañ, hag o mignoned deut da roiñ kalon dezhe, o doa kemeret perzh en abadennoù kentañ.

Hag o skolaerien ivez : ra vint trugarekaet evit bezañ asantet bezañ pep a vazh-valan etre aozerien an abadenn hag ar vugale !

Diskouez d'ar vugale e c'haller komz brezhoneg, gant tud a bep seurt, ha kaout plijadur en hon yezh e-maez ar skol ivez eo ar pal, ha tizhet eo bet 'vat !

Abadennoù all e pep lec'h e Breizh

Beajiñ a ray Unan, daou, tri !, evit ma c'hallfe bugale deus pep korn ar vro kemer perzh enni. Tro-dro d'An Oriant, Gwengamp, Gwened, Roazhon, Lannuon, Kemper, Naoned e vo filmet abadennoù all.

Ma vefe kontant ho pugel, pe bugale ho klas, da zont da c'hoari, asambles gant mignoned dezhe hag Aziliz ha Tangi, e-barzh unan deus an abadennoù, kit en darempred ganeomp buan-kaer !

Pleustrek-kaer

Kasit ur postel deomp ma oc'h dedennet : unandaoutri.bwb(at)gmail.com : lâret e vo deoc'h penaos ober.

D'ar skolaerien a vo kontant da vezañ ur vazh-valan, ne vo ket roet labour ouzhpenn deoc'h ! Un teuliad fichennoù prest ha tout a vo kaset deoc'h, fichennoù war ar c'hoarioù ha war vicherioù ar c'hleweled. E brezhoneg, evel-just ! Peadra da voueta un nebeud prantadoù plijus ouzhpenn er c'hlas…

An abadenn gentañ da welet amañ : (voir le site)


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 8 multiplié par 9 ?