Un ti-krampouezh pe ur greizenn sevenadurel ?

Chronique publié le 22/04/17 9:58 dans Cultures par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin

Drol eo da welet : e Kemperle e vez gwelet ur greizenn Leclerc atav brasoc'h, o lakaat e grabanoù e pep lec'h : boued, ar jardin, an dilhad, ar sevenadur... Ha marv kreiz kêr Kemperle gant Mellag Kervidannou da gentañ, ha takad konversanted Kegoaler bremañ. O serriñ emañ pep stal vihan pep hini e dro, ret eo d'ar re a chom bout kalonek evit klask kenderc'hel gant ur stal dilhad, levrioù, boued..., gant nebeut a glianted...

Ha nevez zo, implijet gant Leclerc adarre, war skritelloù bras «Decaux», ar ger «Kemperle», gant stalioù evit fardañ boued, bara, pizza, gwastili, .... e-barzh ar gourc'hmarc'had, evit diskouez n'emaint ket o werzhañ traoù graet e China, pe, evel e Stadoù Unanet, graet 2.400 km pelloc'h... Ar stalig bio e-barzh ar stal vras a zo gant ar memes pal : nompas c'hwitaat ar re a c'hellfe mont da brenañ e lec'h all, e Biocoop da skouer. Hag ar frouezh ha legumaj dindan plastek, a zo just a-walc'h ar re a zo bio... Klaskit kompren un dra bennak...

E Ti Billig, plasenn Sant Mikêl e Kemperle eo ar c'hontrol mik : krampouezh graet en ti gant bleud eus bro Kemper, gant produioù ar vro, gant levrioù, fotoioù, arzourien... Hag o welet koubladoù yaouank, bugale o tremen ingal e c'heller soñjal : marteze emañ e seurt lec'hioù e vez ijinet ur vro gant ur c'hreiz-kêr bev, gant fent, awen hag ijin ?


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 2 multiplié par 2 ?