D'an 8 a viz Even e vo aozet gant ar strollad Ai'ta ! un devezh ispisial evit diskleriañ hor gwir da gaout ur gwir media brezhoneg (TNT, VOD, streaming, internet..) skignet war Breizh a-bezh (5 DEPARTAMANT !)
- un daol grenn gant politikerien deus ar vro (kannaded evel : Paul Molac, Jean-Luc Bleunven, dilennidi lec'hel evel Christian Troadec ha tud e karg eus ar c'hleweled e Breizh war an tem : « Penaos mont war-raok war plas ar brezhoneg er skinwel ? »
- ur gerzhadeg vras festus gant tem ar bloavezhioù 70 a gaso ac'hanomp betek ar Roc'h Tredudon.
Eno e vo roet ar gaoz d'an holl aozadurioù o deus respontet d'hor galv evel : EELV, l'UDB, UDB Jeunes, Kevre Breizh, Div Yezh Breizh, Dihun Breizh, Breizhistance, Bretagne Réunie, 44=BZH, BreizhImpacte, poellgorioù lec'hel eus ar bonedoù ruz...evit ma c'hellint lavarout pegen pouezus eo ar stourm-se evito. Da c'houde e vo laosket ar plas da ganerien ha kanerezed brudet evel Nolwenn Korbell pe tud brudet eus ar bloavezhioù 70 evel Bernez Tangy ha Gweltaz ar Fur..
- Ur « BOUM » warun ton bras (sonadegoù diouzh noz gant strolladoù meur ar vro evel : Ramoneurs de Menhirs, IMG, Alambig Elektrik, Rhapsoldya)
■