Un Oferenn en he stumm dreist-hordinal d'al Lun Fask 2014

Agenda publié le 17/04/14 14:48 dans Nécrologie par Gwilmod Tepod pour Gwilmod Tepod
https://abp.bzh/thumbs/33/33573/33573_1.jpg

Evel boaz e vo lidet un oferenn e chapel Itron Varia Koad Kev Skrigneg d'al lun Fask da zont, 21 a viz Ebrel da deiz eur goude merenn (15 eur).

Ar bloaz-mañ e vo lidet er stumm dreist-ordinal, da lavarout eo e latin, war-bouez ar brezegenn a vo e brezhoneg, gant ar beleg Anton Ar Barzh.

Warlene ne oa ket bet a oferenn dre ziouer a veleg.

Ar wech kentañ e vo ar bloaz-mañ, abaoe 50 vloaz, ma vo lidet eno an Oferenn en doare dreist-ordinal.

Ar wech kentañ e vo ivez abaoe keit all ma vezo distaget ur brezegenn e brezhoneg en un Oferenn e latin, evel ma rae an Aotrou Perrot.

Gant holl vignoned Lun Fask Koad Kev e c'hello izili Emglev An Tiegezhioù ( (voir le site) ) en em gavout en deiz-se evit pediñ evit hor c'henvroiz o deus gouestlet un tamm eus o buhez d'ar vro a oa bet fiziet enno gant Doue.

Lod ac'hanomp a c'hello en em gavout e Kroaz drouklazh an Aotrou Perrot da 10 eur 30 diouzh ar beure, ha debriñ e kichenik ar chapel e ti mari-Glazur, pe en un ti debriñ.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 1 multiplié par 1 ?