Un hañv gant Penn da benn ?

Crowdfunding publié le 1/07/17 0:04 dans Economie par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin

Pinvidik eo roll abadennoù Penn da benn, ha kroget eo dija, gant ar rimadelloù liesyezhek kanet gant Brigitte Kloareg. Bez vo an diskouezadeg Erik Legret adalek dimeurzh (da 6e30 noz e vo ar poltreder o tiskouez ar poltridi arzourien graet gantañ). Bep merc'her da 11e, a-hed an hañv, kentelig brezhoneg «Je speak breton».

Ha sinadurioù gant Nolwenn Korbell, Dan ar Bras, Dom Duff... Prezegennoù diwar ar barzh Kervarker, an deskadurezh divyezhek, sonennoù bro Kemperle, hag ur bern traoù all... Boued evit ar c'hof hag evit ar spered, peadra da eskemm gant Marijo, mestrez ar stal abaoe ugent vloaz, o stourm bemdez evit ur stal tost ouzh an dud, evit ur c'hreiz-kêr bev ha degemerus, evit ur yezh hag ur sevenadur bev ha leun a startijenn, ... penn da benn !


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 3 multiplié par 1 ?