Un eostad haiku fonnus a-raok an hañv : amzer d'ar vugale da vont war raok c'hoazh

Reportage publié le 25/06/12 15:25 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/26/26462/26462_1.jpg
haikukle.mp4

Klasad Annig e skol Diwan Kemperle : ugent penn blev melen, ruz ha du leun a fent hag a vrezhoneg, o c'houlenn resisadurioù war an doare da sevel haïku. Pet silabenn ? Penaos kontañ buhez ul louarn en ur barzhoneg ken berr ? Penaos komz diwar-benn an amzer, ar from, al loen, un istor tennet eus va buhez din-me liammet gant al louarn... e teir linenn ?

Deuet e oa Mai Ewen, priz Imram 2011, da zisplegañ dezho penaos ober. Skrivet ouzh an daolenn gerioù e brezhoneg : « skolig al louarn - ul louarn fin - mouar - douarenn al louarn - al lous - chaseourien - mouar - flastret -... »

Ha diskouezet 'oa bet dezho ul louarn faos o tisplegañ pegen lemm e oa divskouarn ul louarn, pegen fin e oa e fri evit c'hwezhañ pep tra tro dro dezhañ.

Ha war lerc'h, un hanter-eurvezh gant ur follenn ha fotoioù evit sikour ar re ne oant ket awenet. Ha dindan, ar barzhonegoù a zo bet skrivet. Prest eo Mai Ewen da zont er c'hlasoù pe da stummañ kelennerien ha skolaerien o dije c'hoant deskiñ sevel haiku ganto ha gant ar c'hlasad. (06 79 14 96 87)


Perak 't eus ket sellet

a-gleiz hag a-zehou

a-raok treuzin an hent ?


Ur babig louarn

o c'hoari

en heol.


Marv al louarn

gant un oto

gwad war an hent skornet.


Da noz e miz Kerzu

ul louarn disampart ha klañv

en ur c'hoad teñval ha du.


Lazhet breur al louarnig

lazhet e dad lazhet e vamm

familh ebet ken.


C'hwezh ar chaseour

o tostaat

poent eo mont kuit.


Barv gwenn al louarn

e kreiz an erc'h

c'hoant dezhañ bout tad Nedeleg.


Daou louarn o pourmen

e-barzh ar c'hoad

gwisket gant e delioù nevez


Latar ar mintin

un oto ruz o tremen

skoet al louarn kozh.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 3 multiplié par 1 ?