Un devezh brav evit yezhoù bro Frañs ?

Chronique publié le 9/04/21 9:07 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/52/52157/52157_1.jpg
Votet oa bet al lezenn Molag dec'h

War ar rouedadoù sokial, meuleudi evit ar ministr Molag, meuleudi evit ar stourm kaset abaoe kement a amzer, sifroù a lak diaes ar Jakobined, komzoù Blanquer aet da get : penn kentañ gwirioù ar yezhoù «bihan» doujet e bro C'hall ?

Da ziwall a zo memestra : 300 bugel nebeutoc'h e Diwan e distro-skol diwezhañ, Lann er ster o serriñ an eilvet klas e brezhoneg ar bloaz-mañ, bugale gant kelennerien n'int ket erlec'hiet, e lise Diwan Karaez, un eurvezh brezhoneg hepken e klas Termen, opsion gallaoueg o tremen eus 200 lisead da 17 e 2020/2021...

Un devezh brav, ya, selaou tud e Paris o komz diwar an alsasianeg, an okitaneg, ar Platt... Tud o kontañ o istor liammet gant o yezh...

Met n'eo ket echu ar stourm, pell alese, ken diaes eo evit ur vro greizennet evel bro C'hall da asantiñ gant ur yezh all estreget ar galleg, daoust d'al live dister e yezhoù a zo gant 90% ar studierien e Termen...


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 5 multiplié par 4 ?