Un dael e brezhoneg evit dibab ur prezidant

Conference debat publié le 17/04/12 23:02 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/25/25554/25554_1.jpg

An UMP, ar re C'hlas, ar PS, ar Modem hag ar Front de Gauche aze e oant holl gant Lionel Buannic hag Anne Gouerou.


Gourc'hemennoù da genrouedad skingomzoù e brezhoneg, da D/Tebeo ha da V/Brezhoweb evit bezañ aozet an tabut war an dilennadegoù.

Penaos e ra pep hini evit difenn (h)e sav-poent i ? Penaos e c'hell Andre ar Gac difenn Melanchon a-enep ar yezhoù bihan ha Diwan, ha paotr an UMP, Herve Guellou difenn Sarkozy ... e brezhoneg ? Yann Fanch Kerneis oa e anv ar re C'hlas, Marc Andro e anv ar PS ha Daniel Hascoet evit ar Modem.

Hag an nukleel ? Hag ar re zibaper ? Pep tra a zo evel ma ne vefe ket ar sujedoù pouezusañ afer ar c'hampagn.

Tabut n'eus ket bet kalz, kaer en doa Anne Gouerou ha Lionel Buannic lakaat un tamm eoul war an tan (Melanchon, karta ar yezhoù bihan ...) eo chomet fur an holl dud a oa pedet da zont.

An dedennusañ eo gwelout tud o tabutal war dazont ar vro, chenchamantoù a vo a-benn nebeut gant nebeutoc'h a zilennidi en departamant hag er rannvro, hag o tabutal e brezhoneg, eveljust.

Gwerzherien huñvreù tout ? Pa vez lavaret ar wirionez gant kandidated (diaes e vo an dazont, muioc'h mui a dud dilabour, ret e vo diwall ouzh an arc'hant, an eoul-maen, ijin doareoù all da vevañ...) e vez sontadegoù o reiñ nebeut tre a vouezhioù dezho.

Eva Joly ? Poutou ? Er maez ! C'hoant o deus ar C'hallaoued hag ar Vretoned krediñ marvailhoù evit ar vugale. Met n'int ket mui bugale ...

Evit sellout ouzh an abadenn a bad div eurvezh : (voir le site)


Vos commentaires :
Christine Viard
Dimanche 22 décembre 2024
Truez, sellit ouzh ar geriadurioù, na rit ket gant tabut evit débat, ne zegouezh ket, tabut ne dalvez nemet pa vez jeu etre an dud...

Vincent Le Floc'h
Dimanche 22 décembre 2024
Red eo skrivañ «DAEL» evit ar «Breujoù» po «Parlamant» peogwir a zo eur gevre nevez evit un nDael Breizh hag a bouez int ar gerioù bremañ !

Hag evit an anv ar Penn-rener ar strollad ruz a zo MelENchon : Melen + chon = jaune argot = mensonge !


Spastik Lullaby
Dimanche 22 décembre 2024
Visañ kaez, araog lakad en da benn kentelia an dud war ar geriadur e vefe ker koulz dit skriva brezoneg prop, e n'eus fors peseurt doare skriva e ve... setu pez a felle dit lavaret marteze bennag : «... a bouez eo ar gerioù bremañ», «evit ano penn rener ar strollad ez eo...»

eun dra all : Mel(en)chon, melchen = trefle ; melc'hwenn : escargot (hemañ a blijo dit sartenamant)

dalc'h mad gand an deskamant !


Anti-spam : Combien font 2 multiplié par 9 ?