Florent ha Nikolaz a ginnig deoc'h ar c'hoari-taol «https://www.brezhoweb.bzh/Lost-cities-duel-penaos-hoari_fiche_4167.html» target=«_blank»>«Lost Cities Duel», ur c'hoari a-feson evit daou c'hoarier, evit tremen prantadoù plijus e brezhoneg 'ba 'r gêr pe gant ho mignoned.
Setu rann gentañ «https://www.brezhoweb.bzh/Lost-cities-duel-penaos-hoari_fiche_4167.html» target=«_blank»>«Penaos C'hoari ?» (ha rann nemeti evit poent), un abadenn gouestlet d'ar c'hoarioù-taol da welet war «https://www.brezhoweb.bzh/Lost-cities-duel-penaos-hoari_fiche_4167.html» target=«_blank»>Brezhoweb ! Ar pal 'zo kinnigiñ deoc'h c'hoarioù aes d'ober e brezhoneg.
N'eo ket nemet ur «pilot» ma faot deoc'h, lârit deomp penaos ho peus kavet ar rann, petra 'zo da wellaat ha dreist-holl ma plij deoc'h seurt abadennoù, pe pas !
Gortoz a reomp hoc'h alioù !
Un abadenn istitlet e galleg.
■