Un abadenn dispar gant an aotrou Denez

Chronique publié le 19/08/21 12:10 dans Festivals par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/53/53260/53260_1.jpg
Denez o lidañ an oferenn veur
Denez : tammoù an abadenn (151 vues)

Laouen an dud, difiñv ar paotr o ren e skipailh sonerien evel ur MC sirius, atav, o lakaat pep sonenn da gouezhañ, evel ur follenn nij, war al leurenn

Sonennoù diamzeriet, kompozet gantañ, levezonet atav gant ar Barzaz Breizh, menneg mat tre evit «Gwerz Montsegur» gant ur c'hoari gouleier dreistordinal. Istor marv Kathared, gant gwad ha tan, ha livioù ruz ha melen o lakaat flammennoù an ifern war al leurenn.

Sirius eo ar c'haner, re marteze. Mousc'hoarzhin a ra e fin an abadenn, hag an arvesterien, feal ha kozh a-walc'h (met ker eo evit mont e-barzh, hag eizh abadenn a vez kinniget er festival), o stokañ barzh o zaouarn 'pad pell amzer... Denez a chom Denez, ur c'haner gant ur brezhoneg brav, ur vouezh aes da adanavezout, ul lusk a lak' da zañsal diouzhtu. Ne oa ket Oxmo Pucino evit «Waltz of life» daoust da Aziliz Manrow bout aze gantañ ha tonioù all. Domaj.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 0 multiplié par 4 ?