Un abadenn a feson kaset gant 10 plac'h eus bro Gwened

Dépêche publié le 25/12/09 13:48 dans culture par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/16/16959/16959_1.jpg
https://abp.bzh/thumbs/16/16959/16959_2.jpg

Disul ba Pleuigner, leun chouk ar sal. He-unan dirak an dud, Marilyne Mandart a gont avanturioù Janed dastumerez o klask tapout sonennoù a vank dezhi. Un digarez evit trugarekaat tout an dud o deus roet dezho sonennoù fiskal hag e vez kanet gante bremañ. Titr an abadenn a zo just-walc'h : « A di da di». Meur a ganaouenn a zo bet sonet gant an Diaoulezed (Mari, Madalen, Anjela, Lenig, Awena, Anna, Gwenn, tout deus Brandivi), boazet da vont war al leurenn, evit ar festoù noz hag evit an abadennoù (gant Yann Dour, Kef Kef Band...) hag an «Triorezed» (Catherine Lorho-Pasco, Marie-Claire Louis...). Plijadur oa gant an arvesterient o deus kanet 2 sonenn gante, hag eveljust «Kanamb Nouel» ! Evit ar re a vo plijet gant tonioù ar filmig, setu un niverenn pellgomz evit pediñ anezho da charmiñ o tivskouarn ! 02 97 56 12 87


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 4 multiplié par 0 ?