Ul lec'h hag un den a-vicher evit Ti ar Vro bro Kemperle

Communiqué de presse publié le 17/11/13 10:25 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/32/32026/32026_1.jpg

Digwener noz oa bet lidet digoradur an ti, ur burev hag ur sal e kichen evit Dastum, peadra da gregiñ ganti.

Goude prezegennoù en galleg hag e brezhoneg, setu dilennidi ar vro o souetiñ chañs vat d'ar gengevredigezh gant 20 kevredigezh e-barzh, d'ar Prezidant, Jean-Louis Jaouen, prezidant kelc'h keltiek Banaleg hag ar bagad, ha d'ar genurzhierez, implijiadez nevez Lenig an Duigou.

Aozet oa bet teir gwech gouel Breizh asambles dija, neuze bremañ e vo ret da Lenig sevel ul levrig, ur blog gant daveoù an holl, kenurzhiañ gouel Breizh, deiziataer ar bloaz, aozañ prezegennoù, sikour an dud o deus c'hoant mont pelloc'h ha kemer perzh gant an tiez ar vro all d'ar reizhskrivadeg, d'ar redadeg, ... Ha gant Dastum staliet e kichen gant Malik ar Rouz, e vo peadra da aozañ abadennoù ha darvoudoù interessant.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 3 multiplié par 2 ?