UDB Kreiz Breizh a-du krenn gant Dihun Breizh

Communiqué de presse publié le 24/03/08 8:01 dans Politique par Nil Caouissin pour Nil Caouissin

D'ar Sadorn 29 a viz Meurzh, plasenn an Tour d'Auvergne, e Kemper, e vo aozet ur vanifestadeg gant ar gevredigezh Dihun (kevredigezh tud ar vugale skoliataet e skolioù katolik divyezhek Breizh).

Gwall nec'het eo Dihun gant dazont hentad divyezhek ar skolioù katolik. Stad an hentad : kresk niver ar skolidi a ya war c'horrekaat, an diouer a youl da gavout ha stummañ dañvez skolaerien divyezhek, skolioù divyezhek nevez ebet er bloavezh-skol o tont… a lak anezhañ da vagañ soñjoù du.

Gant ar vanifestadeg-se en deus c'hoant Dihun harpañ an hentad divyezhek. Gortoz a ra, ar gevredigezh, ur respont sklaer digant renerezhioù deskadurezh katolik pemp departamant Breizh diwar-benn dazont ha padusted an hentad divyezhek ( ha memes liesyezhek peogwir e vez kelennet ar saozneg adalek ar skol-vamm ivez).

D'ar memes Sadorn e vo ur vanifestadeg a-bouez evit ospital Karaez ha dazont ekonomikel Kreiz-Breizh. Ur vanifestadeg evit ma c'hello tud ar vro kaout ar gwir, c'hoazh, da c'henel o bugale ha da vezañ soagnet tost eus ar gêr. Neuze ne vo ket tu da re U.D.B. Kreiz-Breizh bezañ e Kemper.

C'hoant dezhi diskouez he skoazell da gevredigezh Dihun e c'houlenn UDB Kreiz Breizh digant he izili hag ar re a zo a du ganti da vroudañ, dre bostel pe dre lizher, eskoptiez ha renerezhioù deskadurezh katolik pemp departamant Breizh evit ma vefe sklaeraet dazont an hentad divyezhek katolik. (ho chomlec'hioù a c'hell bezañ kavet war lechienn Dihun : www.dihun.com )

Evit UDB Kreiz Breizh : Herve ar Gall


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 6 multiplié par 5 ?