Ni, diskennidi eus familhoù kozh Breizh kevreet e stern Tudjentil Breizh (Kevredigezh Noblañsoù Breizh), a servijas fidel Duged Breizh a-hed kantvedoù ha kantvedoù,
- pa welomp e koll bep bloaz Kastell hon Duged tammoù eus e bivelezh vrezhon, hag e vez lakaet en he flas ur bivelezh kartoñs oc'h ober dave d'ur Vro Liger n'eus ket bet anezhi biskoazh. Pa welomp e vez lakaet kement-se e penn an dud dre un darañverezh diastal, arc'hantet maz eo gant ur rannbarzh nann-istorel ha gant Kêr an Naoned. Pa welomp ez eo o fal dezho o-daou e vije sellet ouzh Bro Naoned evel un tamm eus «Bro» traonienn al Liger, ha ma vije nac'het evel-se istor Kastell Duged Breizh dre e renkennañ hag e heñvelaat ouzh «Kestell ar Stêr Liger»nevez-anavezet gant an UNESCO ;
- p'hon eus gwelet kargidi eus Kêr an Naoned bloaz 'zo e miz Eost o nac'h degemer gant kalon el lec'h istorel-se ar miliad a birc'hirined eus an Tro-Breiz. Evel pa vije danvez torfedourien anezho e oant bet furchet mezhus gant paotred-ar-surentez a zifennas groñs ouzh ar veleien da vont e-barzh ha ma vije lakaet bannieloù brezhon war ar ramparzhioù ;
A c'houlenn groñs neuze, en anv Pobl Vreizh, ma vezo restaolet alc'houezioù ar C'hastell d'ar sadorn 18 a viz Mezheven da 11 eur, dirak dor ar C'hastell e lec'h m'emañ delwenn an dugez Anna Vreizh.
Hag a bed kement hini a c'hello d'en em gavout eno da 11 eur, izili ha mignoned, ha da heul da gemer perzh er Festimanif goude merenn e straedoù Kêr an Naoned.
■