Alies ne vezont ket gwelet, trugarekaet, enoret : koulskoude ma ne vefe den a-dreñv ar pilligoù, pe an davarn, ma ne vefent ket aze evit aozañ gouelioù ar vro, trist e vefe bro Breizh...
Goude ar bandemiezh tout an dud a lâre : «ne vo ket posubl da dutañ tud a youl-vat, re start e vo». Ya, diaes eo bet e lec'hioù zo, met mod pe vod, e oa bet kavet evit an Erer kozh, evit ar Fil, evit holl festivalioù ar vro an «daouarn vihan» a zo o labourat evit naetaat, degemer, fardañ krampouezh, renkañ... a youl-vat. Gant ma vint enoret, lakaet e kuzulioù merañ, pedet e touez ar «pennoù-bras» a dremen alies dirazo hep ur «boñjour», nag ur «mat an traoù ganeoc'h ? »...
■