Fent a vez kavet atav gant krouidigezhioù liseidi Diwan Karaez, met ur seurt preder ivez, awenet gant mojennoù Breizh.
Un dudenn pennañ : Anna Vreizh. Ret eo dezhi ober he soñj : dimeziñ gant roue bro C'hall, pe laoskel he vro emren ? Setu neuze un hunvre graet ganti, e lec'h e vez gwelet roue bro C'hall, ar roue Arzhur, ar roue Marc'h, Asterix hag Obelix, Marzhin ar strobineller, Viviana ha Morgana, hag Excalibur, eveljust.
Un istor krouet gant al liseidi, sikouret gant Paskal Cariou, evit an dekvet gwech. Ul leurenniañ atav ken efedus, pa glever c'hoarzhadegoù ar vugale a-hed ar pezh.
Dipitus un tamm eo ar fin, zoken ma z'eo ar fin gwir : Anna a zo bet dimezet da 13 vloaz gant ur roue kozh ha vil...
Marteze un devezh bennak, evit ar blijadur, e c'hello al liseidi kinnig un dra a vefe un tammig dic'hortozoc'h : perak ne vefe ket gouest Anna da cheñch an istor ?
Gourc'hemennoù atav d'ar skipailh tud yaouank, emren ha gouest da c'hoari peder gwech da heul hep faziañ, etre Kastellin, Kommana, Sizun ha Kastelnevez.
E fin miz Genver e vint e Traon Kerne evit un droiad e skolioù e lec'h e oant pa oant bihan : Kemperle, Banaleg, Kemper, Douarnenez evit eizh anezho.
Laouen e vo moarvat an holl dud, ar re vras hag ar re vihan a zegemero anezho.
■