Tro Erwan a vo d’an 20 a viz Mae !

Agenda publié le 3/05/12 20:34 dans Langues de Bretagne par Stéphanie Stoll pour Stéphanie Stoll
https://abp.bzh/thumbs/25/25797/25797_1.jpg
Diwar taolenn Thierry Le Baler

Tro Erwan a zo un dro-vale a vez aozet e Louaneg bep bloaz da goulz gouel sant Erwan, da lavarout eo, en-dro d'an 19 a viz Mae. « Erru e vez an amzer vat ha plijus e vez mont da vale, klevout komz diwar-benn ar vro ha tud ar vro e brezhoneg, sonerezh a bep seurt da glevet, akordeoñs, bombard, binioù, gitar ha kanouennoù kozh pe nevez ouzhpenn, eme Gireg Konan, prezidant kuzul skoazell skol Diwan Louaneg. Setu aze petra eo Tro Erwan, plijadur evit an holl, kozh ha yaouank, komzoù ha sonioù flour e yezh hon broig e-tal ar mor, ar Jentilez ha Taveeg, maezioù ha koadeier Louaneg tro-war-dro. »

Er bloaz-mañ e vo graet Tro Erwan d'ar Sul 20 a viz Mae adalek 2 eur goude merenn. Emgav a zo roet deoc'h e Skol Diwan Louaneg e-kreiz ar bourk. « Un teir eurvezh bennak e pado an droiad c'hwec'h kilometr, eme Gireg c'hoazh. Roet e vo deoc'h ur bannec'h da evañ e fin ar valeadenn ha posubl e vo debriñ ur grampouezhenn bennak graet war ar gleurc'h. 5 € e kousto an endervezh plijus-mañ deoc'h. »

Berr-ha-berr

Tro Erwan e Louaneg, d'ar Sul 20 a viz Mae adalek 2e g.k. Emgav e skol Diwan er bourk. Baleadenn (6 km), istorioù, sonerezh ha plijadur, 5 € evit an hinielloù, 10€ evit ar familhoù. Titourou: tro.erwan@yahoo.fr


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 2 multiplié par 7 ?