Tro Dro : dizoleiñ ar glad, hag hentoù nevez Kemperle

Communiqué de presse publié le 26/06/14 10:22 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/34/34459/34459_1.jpg

Goude Skaer, Tremeven, Mellag, Gwellegouarc'h ha Kloar, setu Kemperle, kêr etre an Isol hag an Elle

Dastumet e oa bet komzoù 16 den evit kontañ istor Kemperle, hag a vo istitlet e brezhoneg e galleg war div skramm tv bras staliet war prad Sant Nicolas.

Piv int ? Bugale skol Diwan Kemperle o atersiñ Marie Louise ha Lili, pe rouanez Kemperle, da skouer. Evit brezhoneg bro Kemperle, sur a walc'h eo atersadenn Roland Peron ha Mimi Raoul a zo ar re zedennusañ : brezhoneg saourus Molan ha Rieg, ha fent forzh pegement. Gant Denise oa bet kontet istor Marianne Pasco, pesketaerez eoged el Laita, a oa toullbac'het alies... Pe mod all gant Loeiz, ar marc'had du e Kemperle pa veze kuzhet andouillenn, amann, kig moc'h e karr ar vugale, gant ur boupinell «celluloid». Gant Roger Stefan e klevec'h kan Toulfoen, ar fest vrudetañ zo bet e Kemperle a sache betek 200 000 den d'al lun Pantekost...

Mod all, evel forzh peseurt tro vale, e vo baleadennoù, diskouezadegoù, c'hoarierien ha sonerien war an hent, krampouezh ha chistr evit an distro, ha fest deiz gant sonerien ha kanerien ar vro evit ar re o do c'hoazh startijenn goude tro Forest Tolfoen pe hent Savary Krebs !

2 euro, digoust evit ar vugale, prad sant Nikolas (hent ar Pouldu, kichen al Laita).


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 2 multiplié par 3 ?