Tro dro Denise : mont da bourmen etre Kervilin ha Porteg

Communiqué de presse publié le 10/07/15 23:17 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin

Tregont den o vale, o kanañ hag o selaou : se oa disul, war roudoù bugaleaj Denise

Pleustret e oa bet kanaouennoù da gentañ gant ar skipailh tud deuet da vevañ ur valeadenn dic'hortoz.

Met buan a-walc'h e oa istorioù an amzer gwechall a zedenne ar muiañ an dud : piv a chome amañ ? Penaos e oa ar parkeier ?

Ha dirak ti Denise gwechall e oa bet peget poltred mamm Denise gant he c'hwec'h merc'h. Peadra evit bout bamet dirak penn sirius ar vamm, ar c'hoar vras, hag ar re vihanañ, leun a fent.

'Kichen poull kannañ sant Tameg e oa bet istorioù all, met ar pres oa war an dud erruout dirak ar mor : evit an digor kalon, hag evit tañva ar sardin mod Molan... gant bara segal hag amann.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 1 multiplié par 5 ?