Triskalia zo ganet diwar meur a gooperativ

Communiqué de presse publié le 13/10/10 15:29 dans Langues de Bretagne par Gwenael Dage pour Gwenael Dage
https://abp.bzh/thumbs/20/20176/20176_1.jpg
Dominique Ciccone rener kentañ Triskalia ha Jean-Bernard Solliec rener diwezhañ Coopagri.
https://abp.bzh/thumbs/20/20176/20176_2.jpg

Abaoe 1972 e veze anavezet mat Coopagri a-drugarez d'an tri boulomig glas a oa war o logo. Bremañ e vo dav boazañ ouzh un triskell hag ouzh un anv nevez, Triskalia.

D'an 13 a viz Eost 1973 e kroge Jean-Bernard Solliec gant e labour nevez, gwer-zhañ boued loened da beizanted Karaez, Gourin ha Rostrenn evit kont Coopagri. 37 vloaz goude, d'an 30 a viz Gwengolo e tileze e garg a rener bras ur stal a gonted 2 000 implijad enni. «N'on ket bet an hini nemetañ o ren seurt buhez. Kalz a dud amañ eo bet ar c'hooperativ o implijer nemetañ» emezañ. D'an devezh ma yae kuit war e leve e oa echu gant Coopagri evit lezel ar plas gant Triskalia, ur rouedad nevez-krouet dre gendeuziñ tri c'hooperativ, Coopagri diazezet mat e Penn-ar-Bed ha perc'henn war stalioù Gelagri (e Loudieg hag e Bro-Spagn), Ronsard (Chartres, departamantoù an Ain hag al Landes) ha Magasin Vert, Eolys staliet kentoc'h e Bro-Dreger, ha CAM 56 anavezet er Mor-Bihan dreist-holl. Dindan anv ar stal nevez-se, renet gant Dominique Ciccone hiviziken, e konter 6 000 implijad ha 300 lec'h labour en Europa a-bezh, hag 20 000 ezel.

Graet buan

Daoust d'an dud d'en em anavezout mat abaoe pell, n'eo nemet e miz Ebrel 2009 e oa bet boulc'het an eskemmoù etre Jean-Bernard Solliec ha Patrice Leloup, rener Eolys. «Ha speredek a-walc'h e vimp evit labourat asambles goude bezañ bet graet kevezerezh an eil d'egile e-pad 30 vloaz ?» en em c'houlennent o-daou.

Buan-tre e teuas anat dezho e rankent mont pelloc'h eget ober un tamm emglev bihan war tachenn pe dachenn. Dav e oa kendeuziñ an daou aozadur. Ha zoken tri peogwir e oa dedennet CAM 56 gant seurt raktres goude bezañ bet lakaet diaes gant freuz-stal Unicopa. A-raok an hañv e oa bet kaset an teuliad da Bariz da vezañ studiet pizh da welet ha doujañ a rae ar raktres ouzh al lezennoù war ar c'hevezerezh. «A-dost o deus sellet ouzh 30 micher disheñvel a gaver war chadenn ar boueta, a-raok ha goude ar produiñ» a resisa Jean-Bernard Solliec. D'an 9 a viz Gwengolo ec'h embanne ar gomision hec'h ali : direbech e oa ar raktres. Abaoe ar 1añ a viz Here eo loc'het Triskalia. E Landerne, dirak ar savadur bras-ront war hent Penn-ar-C'hrann zo bet displeget ur giton nevez evit kuzhat an tri boulomig glas dija.

Graet mat

E penn ar stal eo sklaer an traoù. Da brezidant Triskalia eo bet lakaet prezidant kozh Coopagri, Denis Manac'h. Skoazellet e vo gant daou ves-prezidant, Gilles Bars bet bes-prezidant Eolys ha Bernard Bousso, prezidant kozh CAM 56. «Ne vo ket krennet war ar postoù-labour hag ober a raio ar stal nevez he mad ouzh an dud o vont war o leve hag ouzh an dud a fello dezho mont kuit. Peurlipet e vo an dra-se war an triwec'h miz pe an daou vloaz da zont» eme Jean-Bernard Solliec. War an dachenn, evel e Magasin Vert Kemper n'eo ket ankeniet an dud. «Gouezet he deus ar stal Coopagri bezañ prederiet gant ar sokial a-viskoazh» eme Didier Mauger, gwerzher. «Er servijoù melestradurel eo e vo gwelet ar muiañ-tout a cheñchamantoù.» A-du gantañ e sav Jean-Luc Hily, evit ar CFDT. «Tri renerezh a oa betek-henn ha ne vo ken nemet unan bremañ. Met re vihan eo burevioù Landerne. Setu e vo dav gwelet penaos ingalañ ar skipailhoù hervez al lec'hioù, e Landerne, e Gwengamp hag e Sant-Teve.» Fiziañs en deus ar sindikadour diwar an doare da verañ o deus bet ar renerien bepred. «Abaoe m'eo lañset ar raktres kendeuziñ zo bet moustret war an tuta tud eus an diavaez, a-benn reiñ postoù da dud an ti.»

War evezh e chomo ar sindikadoù, memestra, rak gouzout a reont mat ne vo ket aes atav lakaat an dud hep post da vont war ur post all, en tu all da Vreizh. Evit ar poent, ar re-mañ n'o deus ket bet digarez da glemm. «A-du eo bet ar renerien evit ma vefe dalc'het bev ar sindikadoù hag ar c'homiteoù embregerezh a oa e pep stal. Bremañ eo dav deomp kemer hon amzer d'ober labour vat» a gloz Jean-Luc Hily.

Hep Jean-Bernard Solliec e vo graet al labour-se, avat. D'ar 1añ a viz Here, kerkent hag echu gantañ, en doa kemeret penn an hent war-zu ar Portugal. Met hepdale e vo gwelet en-dro, evel prezidant ar stal produiñ-yer Ronsard, evel ezel eus ar C'homite ekonomikel ha sokial, hag evel is-prezidant ur gevredigezh lobbying war dachenn al labour-douar. «N'eo ket mat lezel pep tra a-gostez ken trumm» emezañ. Kenderc'hel a raio ganti, neuze, met en ur mod siouloc'h marteze.

(voir notre article)


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 0 multiplié par 4 ?