Trésors du breton de l'île de Sein - bredoneg ar gear, on teuzeur

Communiqué de presse publié le 4/05/15 14:17 dans Langues de Bretagne par Anne-Sophie Leborgne pour Anne-Sophie Leborgne
https://abp.bzh/thumbs/37/37188/37188_1.jpg
Brezhoneg Enez Sun

Bredoneg ar gear, on teuzeur (brezhoneg an enez, un drugar). Chomet eo bev-brav ar brezhoneg en Enez-Sun, met ne oa ket bet studiet nemeur. Daou enklasker arroutet, Christian Fagon ha Yann Riou, a zo bet o tastum pinvidigezhioù brezhoneg an enezourien, levezonet-kaer gant o bed, hini ar mor. Deuit 'ta d'ober anaoudegezh gant brezhoneg pennig-penn Penn-ar-Bed.

Christian Fagon a zo bet kelenner brezhoneg e-pad meur a vloavezh. Yann Riou a labour en ISEN e Brest, anavezet eo evit e skridoù war brezhoneg ar mor.

Priz : 15¤

An Alarc'h embannadurioù

ISBN : 978-2-916835-67-9

336 p


Vos commentaires :
Pôtr ar skluj
Samedi 23 novembre 2024
Mil mersi d'an daou bôtr an-eus kaset ar labour-mañ da benn. Savetaet en-neunt eur lodenn deuz heritaj mab-den. Dao eo deom kontinui da studi or langaj keid ma zo eun teñzor heñvel deuz hini Enez-Sun evid bep parrez deuz Breiz-Izel !

Anti-spam : Combien font 8 multiplié par 8 ?