Treizerien soñjoù : kemer skouer Diwan Kastell-Paol ?

Editorial publié le 18/07/11 15:55 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
ani6wszu.mp4

Ur mennozh, tra ken : ha ma vefe lakaet evit gouel an treizerien soñjoù, kanerien ha danserien asambles, ar re yaouank hag ar re gozh, ar vrezhonegerien nevez hag ar re a oar abaoe pell ?

Arrouezus e oa ar bloaz-mañ labour Kastell Paol : un hanter kant a vugale gant pemp den deuet, o kanañ bouez penn hag o tañsal tonioù ar vro, gant plijadur ha startijenn !

Louise gant merc'hed Kemper, Kristian Duro gant 6veidi skolaj Diwan Jakez Riou, Mai-Ewen, Mich Beyer, Goulc'han Kervella, pe c'hoazh Pierre-Emmanuel Marais o sikour ar re yaouank da sevel raktresoù brav ...

Ha perak ket lakaat an holl da bleustriñ war un ton, un dañs, evit kaout plijadur asambles devezh an treizerien soñjoù ? Evit diskouez ur glad bev, ar yezh kanet ha danset, gant bugale o deus kement a blijadur hag ar re a zo deuet da welet anezho ha da zeskiñ dezho ur brezhoneg yac'h ha brav !


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 9 multiplié par 0 ?