Treizerien soñjoù : 400 den, 180 treizher o kemer perzh

Interview publié le 22/03/11 23:52 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/21/21638/21638_1.jpg
joas43zxzzrc5w8bq2tli2ks0v443y231kks8gijzcmn233u4f.mp4

ABP - Pet raktres a zo er bloaz-mañ ?

PK- 20 follenn enskrivañ a zo bet resevet gant ar C'huzul-departamant dija. Muioc'h eget 400 skoliad a gemer perzh ha tost 180 treizher.

Tri raktres a zo bet savet pe gant ur skol-vamm pe gant ur skol kentañ derez, 10 a zo war ar stern er skolajoù hag ur raktres en ul lise.

Gant tri zi-retred ez eus douget ur raktres ivez, ha tri all zo douget gant kevredigezhoù.

Met n'eo ket echu ! Tu zo da lakaat hoc'h anv betek ar 15 a viz Ebrel. Ha d'am soñj vo c'hoazh ur bern tud hag a leunio follennoù enskrivañ.

ABP - Petra a zegas seurt abadennoù d'ar vugale ?

PK- An abadennoù-se a zo dedennus-kenañ evit ar vugale. Deskiñ a reont gerioù nevez ha tapout a reont pouez-mouezh ar vro.

Ouzhpenn-se e kejont ouzh brezhonegerien nevez, ha se a ziskouez dezho eo bev c'hoazh ar yezh. Evit an dreizherien soñjoù, etrezo ur bern tud kozh, e tegas kalz ivez an emvodoù gant tud yaouank. Ar pal eo lakaat anezho da dreuzkas ar yezh en-dro.

Ha se a ra vad dezho.

ABP- Hag e vo graet ur gouel evel er bloaz paseet e Laz ?

PK - Evel-just ! Bep bloaz vez graet ur fest evit tout ar re o deus kemeret perzh, ar glaskerien hag an dreizherien met ivez ar gelennerien, animatourien an tiez retred pe tud all.

Er bloaz-mañ vo aozet goude lein d'ar Gwener 10 a viz Even. Ha kement a blijadur oa bet er bloaz paseet e Laz, ken hon eus divizet ober en-dro en toull noz Le Point De Vue.

Ur abadenn sonerezh vo kinniget d'an dud. Kris Menn a zo bet pedet da zont !

ABP- Ar brezhoneg : penaos e ra ar re yaouank evit kompren ur brezhoneg lec'hel ? Piv a sikour anezho ?

PK- Gwir eo a-wezhioù eo diaes en em gompren. Setu perak e vez goulennet gant an dreizherien komz goustadikoc'h pe displegañ ar gerioù diaes.

Strivoù a ra ivez ar re yaouank a-benn bezañ komprenet gant ar re gozh. Mod all, mat eo adlavarout betek bezañ komprenet !

Forzh penaos, ar gelennerien, an animatourien pe tud a-youl-vat a zo aze evit sikour anezho.

Kinnig a reomp ivez tud hag a ra ar bazh-valan (e galleg “médiateur linguistique” etre an daou rummad). E  Pont-'n-Abad da skouer, e ya ur c'helenner eus Mervent d'an emvodoù etre ar vugale ha re gozh un ti retred.

ABP- Gallout a rez kontañ deomp raktres ur skol pe ur skolaj a gavez arouezius eus ar pezh a vefe mat da gaout e pep lec'h ?

E Lanmeur ez eus liammoù kreñv etre animatour an ospital ha kelennerien ar skol divyezhek. Abaoe ar bloaz tremenet e vez savet traoù. Kazi bep miz e ya ar skolidi da welet ar re gozh. Er mare-mañ emaint o sevel ul liorzh asambles.

Komprenet e oa bet gant tud an ospital e oa pouezus-kenañ evit ar vrezhonegerien divizout e brezhoneg gant ar re yaouank. Hatud ar skol zo dedennet gant ar pezh a zo kinniget.

D'am soñj, seurt liammoù eo an dra bouezusañ. Labourat asambles, en ur gumun, se eo dazont Klaskerien ha Treizherien soñjoù.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 8 multiplié par 6 ?