Trede staj Ofis ar Brezhoneg e KBMFT Gwened

Communiqué de presse publié le 7/11/08 4:03 dans Langues de Bretagne par Visant Roue pour Visant Roue
https://abp.bzh/thumbs/12/12844/12844_1.gif

Emgav nevez etre implijidi ar strollegezhioù hag an Ofis : « Merañ an divyezhegezh en un tiriad » e oa tem ar staj.

Gant teknikourien servijoù « Arsellva », « Ajañs diorren » ha « Glad yezhel » Ofis ar Brezhoneg e oa bet bet kaset da benn, d'an 30 hag 31 a viz Here 2008, stummadur ar wazourien diriadel war dachenn an divyezhegezh war ar panelloù ha war ar skoroù all a zo dindan dalc'h ar strollegezhioù tiriadel (Kuzulioù-departamant, tiez-kêr, Kumuniezhioù kumunioù)

Meur a brezegenn zo bet e-pad an devezh kentañ : kinniget eo bet stad an divyezhegezh en Europa ha stad ar brezhoneg en deiz hiziv. Penaos talvoudekaat al lec'hanvadurezh e bed an touristerezh hag an armerzh a zo bet studiet pizh ivez.

Skouerioù liesseurt ha fonnus a zo bet displeget e-pad an eil devezh labour. Dielfennet ez eus bet ur bern anezho a-benn gellout aliañ perzhidi ar staj ha treuzkas traoù pleustrek a vo talvoudus dezho pa vint distro en o lec'h labour.

Plijet-bras e vez ar stajidi bep tro gant ar pezh a vez degaset dezho hag er bloaz-mañ c'hoazh. Se zo kaoz e vo aozet ar staj en-dro ar bloaz a zeu d'an 12 ha d'an 13 a viz Here 2009. Adalek bremañ e c'hall ar strollegezhioù tiriadel hag ar wazourien dedennet gant ar stummadur-se mont e darempred gant Kreizenn Vroadel ar Velestradurezh Foran Tiriadel e Gwened.

Evit en em enskrivañ : (voir le site) (pajenn 33)


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 9 multiplié par 8 ?