Trec’h omp bet! Staliet e vo panelloù divyezhek war hentoù-tizh ar Stad N’eo ket echu ar sto

Communiqué de presse publié le 18/04/18 21:42 dans Langues de Bretagne par pour

Kelaouet omp bet gant ul lizher bet kaset gant rener an DIRO d’an 29 a viz Meurzh e vo staliet panelloù divyezhek war vord hentoù tizh ar Stad. E miz Even e vo staliet ar panelloù kentañ. Memes ment e vo skrivet ar brezhoneg hag ar galleg, ha ne vo ket stouet ar skridoù e brezhoneg, evit chom hep drougzifoc’hiañ unan eus ar yezhoù. War evezh e chomimp dalc’hmat pa vo staliet ar panelloù nevez. Goulenn a reomp ivez e vefe staliet seurt panelloù e Breizh a-bezh, da lavaret eo e Liger-Atlantel ivez.

Disoc’h ur stourm hir eo an trec’h-se. Abaoe bloavezhioù e oa hor strollad o c’houlenn kement-se ha gant stourmerien all e veze goulennet araozomp ivez. Gwelet e vez mat aze eo frouezhus ar stourm, dreist holl pa vez graet gant an disentidigezh keodedel. Anzav a ra aze ar Stad eo reizh ha poellek hor stourm.

Gant an araokadenn-mañ e vo adtapet un tammig an dale a zo gant ar Stad-C’hall e-keñver broioù all en Europa evit pezh a sell ouzh doujañ ar pobloù hag ar yezhoù minorel. Neoazh, ne rank ket ar bazenn-se kuzhat stad mantrus ar brezhoneg en deiz a hiziv er gevredigezh. Hervez an UNESCO emañ en arvar bras hor yezh c’hoazh.

Emichañs e lako ar striv-se a-berz ar Stad an dilennidi lec’hel amañ e Breizh da hejañ un tammig evit ar brezhoneg. Arouezel-tre e chom politikerezh yezh ar rannvro ha nebeut-tre a arc’hant a vez lakaet ganti war an daol e-keñver ar pezh a vez graet gant broioù all en Europa (Kembre, Katalogna, Korsika, Euskadi da skouer). Re alies ne vez ket doujet gant ar c’humunioù hag an etrekumuniezhoù ouzh an engouestloù bet kemeret ganto evit pezh a sell ouzh ar garta « Ya d’ar Brezhoneg » da skouer. N’eus ket tu ober gant darn vrasañ ar servijoù publik e brezhoneg c’hoazh, na dre skrid, na dre gomz. Treut-ki eo c’hoazh plas ar brezhoneg er mediaoù hag en embregerezhioù daoust d’ar goulenn sokial.

Gortoz a reomp ivez araokadennoù evit an deskadurezh e brezhoneg. N’eus bet kavet diskoulm padus evit Diwan c’hoazh. Ret eo reiñ d’ar skolioù Diwan an tu da vont en-dro en un doare dereat ha da greskiñ. Ankeniet-tre omp ivez evit an hentenn divyezhek publik. A-enep ar brezhoneg e seblant bezañ rektorez nevez akademiezh Roazhon, an Itron Armande Le Pellec Muller.

Neuze, daoust hag eo ret disentiñ evit ma vefe doujet ouzh hor gwirioù ? Soñjal a ra deomp ez eo. Re alies n’eus disoc’h ebet gant al lizhiri, an emgavioù hag an displegadennoù omp boaz d’ober.

Gervel a reomp an dilennidi hag ar servijoù publik d’ober kalz buanoc’h ha muioc’h evit ar brezhoneg. Rannvro Breizh da gentañ tout, servijoù ar Stad ivez ha ar c’humunioù hag an etrekumuniezhioù evel-just. Gervel a reomp ivez ar c’hevredigezhioù da blantañ ‘barz evit reiñ un dazont d’hor yezh, d’ar re a ra ganti ha d’ar re tost outi.


Vos commentaires :
Naon-e-dad
Samedi 23 novembre 2024
Brav! Un aer splann ha glann eo a vo inhalet gant ar vlenerien pe an dremenidi war hon hentoù-tizh adalek penn-kentañ an hañv.

Koulskoude, ne vo ket lakaet re vuan, kredapl braz, mes tamm ha tamm kentoc'h, war a gredan, pa seller ouzh ar banelligezh zivyezhek bet lakaet - hag hi o vezañ war staliañ c'hoazh - war vord an hentoù bihannoc'h.

Ha petra diwar panelloù an tier-gar. Ar pezh a zo bet graet en Oriant zo brav? Mes chom a ra all lodenn vrasañ eus hon tier-gar o c'hortoz bezañ livet brav gant panelloù zivyezhek.

Setu kenderc'hel a ra hentig-hent ar brezhoneg evit ma vo gwelet ar yezh, ha - pouezusoc'h c'hoazh - evit ma vo hi klevet en egor publik a-nevez.


Fañch Dupuis
Samedi 23 novembre 2024
Yahoù ha bevet Breizh...da nebeutañ dieuboc'h en he genoù !

Labour brav-meurbet a ra Aï'ta hag efedus goude ur sapr stourm ...a-benn tapout bruzhunnoù avat!
Pa vez gwelet stad hor yezh eo diaes merzout un tamm liv glas en oabl.
Met setu ul lodenn livet ganeoc'h
Trugarez vras deoc'h neuze

Gourc'hemennoù


Anti-spam : Combien font 8 multiplié par 2 ?