Tostaat a ra fin al labourioù e lise Diwan

Dépêche publié le 14/11/11 21:41 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
dwincok5.mp4

Setu, tost echu al labourioù e Kerampuilh. Ur greizenn nevez flamm gant kambreier plijus, un oaled a vo brav evit aozañ abadennoù, c'hoari baby foot pe kartoù ...

Evit ar poent e vez klevet c'hoazh trouz ar c'hamionoù dirak maner Kerampuilh, met ne bado ket ha spi a zo e vo, a-benn nebeut ur bern traoù nevez : salioù fiñv evit al lise, ti ar c'hoarioù hengounel e-kichen ar skate park hag ar bowling, al leurenn Glenmor gant tiez kozh adnevesaet evit lojañ arzourien o krouiñ.

'Benn ar fin eo deuet Kerampuilh da vezañ un doare «kampus» evit arzourien (Erer kozh, Glenmor), studierien ha sportourien. Aes e vo neuze leuniañ gweleoù ar greizenn degemer gant kement a draoù aozet tro dro. Ouzhpenn an 260 lisead a vo oc'h implij ingal savadurioù nevez Kerampuilh, un dra sur.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 8 multiplié par 9 ?