Tolpad an oariant : pa vez graet gopad doc'h ar vrezhonegerion an dilennidi !

Communiqué de presse publié le 1/01/70 1:00 dans Langues de Bretagne par Collectif pour Collectif
https://abp.bzh/thumbs/36/36746/36746_1.jpg
sez tolpad an oriant divrezhoneg

Goulennet en deus strollad Ai'ta ! Bro-Gwened en em gavet get Norbert Métairie a zivout plas ar Brezhoneg e bro An Oriant. Degemeret omp bet get e rener kabined ha kinniget hon eus un doser klok (en linen àr hor lec'hienn).

Sinet eo bet ar garta «Ya d'ar Brezhoneg» e miz Genver 2012.

Divizet e oa bet d'an 28 a viz Gouel Mikael 2011 (pezh stag àr hor lec'hienn) e rankehe Tolpad An Oriant tizhout live 2 ar garta (4 live a zo en holl) goude ur blezad (da lâret eo e miz Genver 2013) hag al live 3 tri blez diwezhatoc'h. Dre ar munut e oa bet displeget an oberennoù da gas da benn ivez.

Pell emañ Yann ag e gazeg bremañ ! Daoust ma oa bet gouest an tolpad kêrioù da lakaat traoù 'zo e plas araok ma oa bet sinet ar garta (panellerezh divyezhek e kêr ar merdeiñ, pennadoù e Brezhoneg en un doare reoliek e kelaouen an tolpad ...), n' ez a ket àr-raok ar brezhoneg hiziv an deiz ha moarvat ez a àr gil zoken!

Raktreset e oa bet e divizadeg 2012 e vehe ul logo divyezhek evit an tolpad, ur panellerezh divyezhek en diavaez hag en diabarzh a sez an tolpad, arc'hantaouiñ oberennoù stummañ micherel evit ma zeskehe pe en em barrekahe e Brezhoneg an implijidid o dehe c'hoant, pe kas da benn c'hoazh un enklask war gouiziegezh ar Brezhoneg e touez an implijidi. E 2015, n'eo ebet embreget hini ebet ag an engouestloù-se!

Penn uhelañ ar bilpouzerezh a zo bet tizhet e sez nevez an tolpad kêrioù, en un doare dibar e Breizh: ar panellerezh moned àr droad, velo hag hent a zo unyezhek penn-da-benn ha daou banell tristik e Brezhoneg a gaver e lodenn digor d'an dud diavaez met panelloù unyezhek nemetken a zo evit an implijidi adalek an trede estaj (gwelet ar poltriji)!!! Pep kinnig hon eus graet a zo bet disprizet get an doare: «N'hon eus ket ar memes savboent àr ar pezh a zo ret dober hag ar pezh n'eo ket ret dober»

War a seblant e rim ar Brezhoneg en tolpad kêrioù gant: «Tremenit, n'eus netra (ken?) da welet!»

Evit digas da soñj e skrivomp komzoù embannet get Norbert Métairie en ur gelaouadenn eus TY TELE d'an 28 a viz Genver 2012 (video enlinenn àr lec'hien an tolpad kêrioù oc'hpenn ! adalek 1,10'): «Ur garbed eo ur yezh, ur matris eo. P'hon eus ur yezh ken pinvidik hag ar Brezhoneg eo ret mirout ma varvhe. Gouiet a reomp emañ e dañjer!»


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 3 multiplié par 7 ?