E-barzh Ouest-France ar Yaou 23 a viz Kerzu e lenner e vo 294 000 den ouzhpenn en departamant Il ha Gwilun a-benn 2040.
N'ouzon ket hag-eñ e vo pep a garr-tan gante : n'eo ket sur e chomo a-walc'h a barkeier da lakaat hentoù nevez enne evit ruilhal gant kemend-all a girri-tan nevez.
Kavout a ra din ne vo ket falloc'h kaout ur Skol Diwan all en departamant : unan zo evit 207 000 den e kêr Roazhon, e 2010, ha 2 en departamant evit 950 000 den.
Ne vo ket fall soñjal en un Ti ar Sevenadur Breizhek ivez. Tier a bep seurt zo e Roazhon, meur a MJC, tier evit ar sportoù, ar c'hoariva, ar varzhoniezh, ar yec'hed, ar c'hleñvedoù, ar gweleoù, an Implijoù, an diskrog-labour, al labour-douar, ar justis, ha me oar. Un Ti Etrevroadel zo, un Ti Europa. Ti Sevenadur Breizh ebet.
Met evit kaout unan e vije ret goulenn. Betek-hen n'eus den o c'houlenn . E 2011 marteze .
■