Taol mouezh ebet gant ar re yaouank ?

Compte rendu publié le 2/06/16 22:44 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin

Abadenn dec'h e Glenmor gant al liseidi, peadra da c'hoarzhin ha d'ober goap ouzh ar vrezhonegerien, tud al lise, gant plijadur...

Leun chouk ar Glenmor gant 370 lisead dec'h e Karaez, gant ur skipailh teknisianed atav ken ampart ha degemerus. Teir abadenn, hini an eilvedidi gant meur a dra (dañs, telenn, Shakespeare, Ribes, Roparz Hemon, testennoù ijinet gant al liseidi), hini ar re Dermen gant un «one man show» dirollet oc'h ober goap ouzh boazioù ar gelennerien hag oc'h ober martezeadennoù war dazont renerezh al lise. Ar Schtroumpfiz o doa graet tro ar skolioù divyezhek ar vro o doa prientet meur a souezhadenn ivez... Setu neuze daou anezho o plantañ reuz er sal gant istor daou ganfard o komz eus o amzer dremenet pa oant liseidi e Karaez.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 4 multiplié par 0 ?