Diwanet (kevredigezh Skolidi kozh Diwan) ha Dazont ar Yezh (Kevredigezh gant pall dioren ar brezhoneg) a zo laouen d' ho pediñ da zont 'ba Karaez d'ar Gwener 29 a viz Mae er c'horu evit an trede « Taol-Lañs ».
Goude berzh bras an daou « Taol-Lañs » gentañ, ez eo bet diskouezet e oa strolladoù a gane e brezhoneg met o doa poan da vezañ anavezet, padal ez eus ur publik prest d'o selaoù. A-benn sikour da ziorenn strolladoù yaouakizoù donezonet eus Breizh, hon eus bet c'hoant kenderc'hel gant ar gouel plijus-se. An « Taol-lañs », pe « tremplin » a zo graet evit lakaat da zizoleiñ strolladoù a gann e brezhoneg kanaouennoù mod nevez.: an hini a-zaio ar maout gantañ a c'hoario e gouelioù all ivez, festivalioù an hañv.
Ar strolladoù hag o defe c'hoant kemer perzh ha bezañ war ar renk a-benn gounit ar prizh a rank c'hoari d'un doare nann-hengounel, gant komzoù e brezhoneg. Evit enskrivañ ur strollad, ret eo pellgargiñ ar rest amañ dindan pe war al lec'hienn (voir le site) ha kas anezhañ dre postel da : taollans@gmail.com , pe dre ar post.
Resevet e vo ganeoc'h an titouroù all ivez.
Loread Taol-Lañs 2007 : Iwan B, rapour, kaner hip-hop eus Pariz. Loread Taol-Lañs 2008 : Ar strollad « Gimol Dru Band », Rap, rock, punk eus korn bro Vrest.
Kampiñ digoust a vo evit ar re yaouank e tachenn kampiñ an ti-ker (evit un nozvezh). 20 mn war zroad eus ar c'horu, birou a vo.
Deuit niverus da riboulat, digar d'an holl dud. Broudit ho mignoned nann-brezhonegerien ivez. Ken voc'h gwelet 'ba Karaez !
■