Taol Kurun : hanter an hent a zo bet graet !

Communiqué de presse publié le 25/01/17 16:06 dans Festivals par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin

Tud e pep lec'h evit dañsal, kanañ, keginañ, rentañ traoù evit konkour foto, haiku, karamel, kan ar bobl... Kenderc'hel a ra ar festival gant e hent.

Brav e oa selaou ar vugale o kontañ marvailhoù e Sant-Turian. Brav e oa ivez gwelet pegen youlek eo skipailhoù tud a youl vat e penn aozadur festoù-noz, festoù-deiz, prezegennoù, filajoù...

Met n'eo ket echu : ar sizhun-mañ e vo Brigitte Kloareg oc'h aozañ meur a abadenn war an hent la Désirade gant Cesaire Berchel, «Rhum ha kan ha diskan» warc'hoazh e Kemperle, «me a gan» digwener er Maner Kernot, c'hoariva e brezhoneg e Gerien, kenstrivadeg haiku : disoc'hoù disadorn e mediaoueg Banaleg... ha Kerouac/Gwernig, e Skaer : prezegenn disadorn goude merenn... e kreizenn Youenn Gwernig eveljust !

Roll an abadennoù : (voir le site)


Vos commentaires :
Jeannotin
Vendredi 15 novembre 2024
Normalamant vé laret : «an hanter deus an hent (a) zo gwraet»

Anti-spam : Combien font 8 multiplié par 5 ?