Tamasheq : pa vez ul lenner o atersiñ ar skrivagner

Conference debat publié le 16/06/12 19:38 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
tamasheq.mp4

Plijet-tre eo bet ar c'hazetenner yaouank trede klas o sevel goulennoù dirak Radio bro Gwened hag an ABP gant levr Paskal Hervio.

Lentig ar skolajiad ? Tamm ebet. Ar fent, ar veaj en deserzh, istor ar paotr yaouank o tizoleiñ pobl an Douareged a gomz «tamasheq» a oa evitañ ar pep pouezusañ el levr. Prientet en doa an atersadenn gant div follenn n'en doa ket ezhomm da lenn, koulskoude, ken mestroniet e oa gantañ an abadennig.

Priz ar Yaouankiz a zo bet lennet ar bloaz-mañ gant 394 lenner eus daou skolaj publik (Lann ar stêr, Kewen), pevar skolaj Diwan (Gwiseni, ar Releg, Gwened, Naoned) ha lise Diwan Karaez.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 1 multiplié par 3 ?