"Tadig eizh brec'h ", Priz ar Vugale 2017

Communiqué de presse publié le 26/06/17 22:51 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/42/42485/42485_1.jpg
Priz ar vugale 2017 ba Tregon

10 vloaz 'zo dija e oa bet dibabet gant ar gevredigezh féa hag an ti-embann Keit Vimp Bev, kemer hent al levrigoù doare «petite poche» embannet en galleg gant Thierry Magnier. Un arroz a oad gant al lennerien CE2CM2, un istor berr, hep skeudenn a lak da veajiñ pe en ur bed all, pe er bed a-vremañ...

Neuze e-pad ar bloavezh-skol 2017/6/2017 e oa pevar istor, daou gant ur bed iskis, dindan an douar gant korriganed evit Laurence Lavrand e «Prizoniad ar gorriganed». Loened kevrinus a oa e «Kef ar wezenn velen» skrivet gant Myriam Guillevic deuet da respont da c'houlennoù ar re CM1 e skol Diwan Tregon. Prientet o doa ur bern goulennoù evit pep skrivagner. Pierre Emmanuel Marais oa chomet en Naoned, ken pell e oa eus Tregon met e romantig «Gaza» en doa lakaet ar skolidi da veajiñ etre bro Euskadi ha Palestinia e brezhoneg. Evit «Tadig eizh brec'h» e oa bet savet an istor diwar ur gontadenn kontet gant Marie-Françoise Castric, aet re abred d'an anaon, hag a ouie ijin istorioù a-vremañ. Deuet e oa he gwaz da zisplegañ penaos e save istorioù ha pegen laouen e vefe bet da vout ganto.

Dibabet e oa gant ar muiañ niver a lennerien, peogwir, hervezo, e oa ur «gentel vuhez». Met tost tre oa niver an dud o doa votet evit an tri levr all. Ha laouen ar re yaouank da eskemm gant ar re deuet da welet anezho ha da lakaat anezho da dañva ur gwastell graet ganto gant frouezhioù ruz jardin ar skol !

Votet oa bet gant 205 lenner eus 14 skol, e Karaez, AQr Releg, Gwitgalmeze, Tregon, An Oriant, St Teve, Lesneven, Pluneret, Gwened, Brec'h, Ploueg ar Mor. Met enskrivet e oa un tregont bennak a skolioù. Gant 40 levr embannet, e teu da vezañ «Priz ar Vugale» un dastumadeg levrioù evit ar skolidi kentañ derez, met ivez levrioù evit an deraouidi, tud deuet a glask danvez lenn ha ne c'hellont ket lenn ur romant hir e brezhoneg diouzhtu !

Trugarez neuze d'an aozerien, d'ar skolaerien ha dreist-holl d'ar skrivagnerien ha d'o lennerien evit lakaat un avantur da genderc'hel, evit ma vefe kroueet e brezhoneg istorioù nevez pep bloaz.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 4 multiplié par 7 ?