Fanch Broudig, Lena Louarn, Malo Bouessel du Bourg, ... evit eskemm e brezhoneg
Nevez oa buhezour an tabut,Erwan Lelièvre Rouz, met anavezet betek re gant ar vrezhonegerien an tem. Gwir eo e oa brav selaou un tabut e brezhoneg en Oriant, met perak ket pediñ tud Kembre, Kerne, Skos, Manav ... hag Akadia evit komz diwar benn hor yezhoù bihan ? Re Akadia, da skouer, ar vro pedet, hag a zo deuet a-benn, gant arc'hant bro C'hall ha diwar o youl da gomz galleg goude un aloubadeg saoz a lake hanterkant vloaz 'zo an holl da breg saozneg...
Neuze, adlavaret ez eus bet traoù diwar-benn niver a vrezhonegerien e Breizh, niver a dud o doa sinet karta Ya d'ar brezhoneg, niver a embregerezhioù a implije ar brezhoneg war ar pakadoù kartoñs (evel «traoù mat» eus Pont-Aven, da skouer), pegement a arc'hant a veze dispignet gant kuzul rannvro Breizh evit ar yezh, ha gant kuzul meur Kembre hag hini Skos...
Penaos renevezaat seurt tabut ? Gant ar vroioù keltiek all ? Oc'h implij selaouelloù ofis ar brezhoneg evit meur a yezh ? Da brederiañ. Ha trugarez d'ar festival, met ret e vo mont pelloc'h c'hoazh, m'hon eus c'hoant lakaat mennozhioù efedus da vont war raok, ha laoskel plas d'ar re yaouank, ma z'int dedennet. N'eus ket amzer da goll.
■