Stummadur war ar c'helenn brezhoneg e miz mae 2011: chom a ra plasoù

Communiqué de presse publié le 26/04/11 15:10 dans Langues de Bretagne par Sedrig Laur pour Sedrig Laur
https://abp.bzh/thumbs/21/21876/21876_1.bmp

Chom a ra un nebeud plasoù er stummadur war ar bedagogiezh a vo aozet gant Roudour etre ar 16 a viz Mae hag ar 1añ a viz Gouere 2011. Seizh sizhunvezh stummadur «teorikel» (301 eurvezh) ha div sizhunvezh «war an dachenn» a yelo d'ober anezhañ. Pal ar stummadur eo pleustriñ ha mestroniañ an teknikoù kelennn d'an dud deuet, hentennoù an «Deskiñ Fonnus» («Accelerated Learning») en o zouez.

Gant ar C'huzul-Rannvro e c'hell bezañ kemeret e karg koust ar stummadur evit an dud dilabour, gant fontoù-stummañ evit ar c'hopridi.

Kement ha gouzout hiroc'h e c'hellit mont e darempred gant Roudour ( roudour2@wanadoo.fr - 02 98 99 75 81).


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 4 multiplié par 5 ?