Stummadur war ar c'helenn brezhoneg e miz mae 2011

Communiqué de presse publié le 9/02/11 14:47 dans Langues de Bretagne par Sedrig Laur pour Sedrig Laur
https://abp.bzh/thumbs/21/21258/21258_1.jpg

Ur stummadur war ar bedagogiezh a vo aozet gant Roudour etre ar 16 a viz Mae hag ar 01 a viz Gouere 2011. Seizh sizhunvezh stummadur «teorikel» (301 eurvezh) ha div sizhunvezh «war an dachenn» a yelo d'ober anezhañ. Pal ar stummadur eo pleustriñ ha mestroniañ an teknikoù kelennn d'an dud deuet, hentennoù an «Deskiñ Fonnus» («Accelerated Learning») en o zouez.

Gant ar C'huzul-Rannvro e c'hell bezañ kemeret e karg koust ar stummadur evit an dud dilabour, gant fontoù-stummañ evit ar c'hopridi.

Kement ha gouzout hiroc'h e c'hellit mont e darempred gant Roudour ( roudour2@wanadoo.fr - 02 98 99 75 81).

Trugarez da skignañ ar c'heloù tro-dro deoc'h.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 1 multiplié par 5 ?