Stummadur barrekaat war ar brezhoneg 3 miz

Communiqué de presse publié le 28/11/12 11:11 dans Langues de Bretagne par Sedrig Laur pour Sedrig Laur
https://abp.bzh/thumbs/28/28335/28335_1.jpg

Etre ar 04/04/2013 hag an 28/06/2013 e kinnigo Roudour ur stummadur barrekaat war ar brezhoneg.

385 eurvezh a ya d'ober anezhañ, 35 eurvezh staj pleustrek ha 350 eurvezh stummadur.

Digor eo d'an holl re a oar brezhoneg c'hoazh, bet desket ar yezh ganto oc'h heuliañ stajoù hir pe dre

zoareoù all.

Ar pal eo gwellaat e vrezhoneg a-benn bezañ gouest da bourveziñ ar micherioù a rank bezañ

arbennigourien war ar yezh war o zro.

Live loc'hañ: Dav eo bezañ bet tapet al live B1 (portfolio Europa ar yezhoù) a-benn gellout kinnig e

anv evit ar stummadur.

Lec'h ar stummadur: e Ti Ar Vro, e Karaez.

Doare-arc'hantaouiñ: Evit ar c'hopridi e c'hell bezañ kemeret e-karg ar stummadur gant OPCA an

embregerezh pe gant ar FONGECIF.

Evit an dud dilabour e c'hell bezañ kemeret e-karg gant Rannvro Breizh.

Gouzout hiroc'h: 02 98 99 75 81 – www.roudour.com


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 3 multiplié par 4 ?