Stummadur 2011-2012 « mestroniañ brezhoneg da yezh kelenn »

Communiqué de presse publié le 21/04/11 18:18 dans Langues de Bretagne par Gilbert Cabon pour Gilbert Cabon

KELENN a ginnig ur stummadur a glot gant ezhommoù ar re a zo e soñj heuliañ ur stummadur war ar c'helenn er skolioù divyezhek brezhoneg-galleg kentañ derez pe eil derez met n'o deus ket al live ret e brezhoneg.

Deiziadoù ha lec'h ar stummadur :

eus ar 5 a viz Gwengolo 2011

d'ar 15 a viz Mae 2012

e KELENN e Kemper

Enskrivadurioù :

Digor eo ar stummadur d'an dud :

- un diplom BAC+3 ganto,

- krog da zeskiñ brezhoneg,

- e soñj heuliañ ur stummadur war ar vicher skolaer pe gelenner divyezhek goude-se.

c'hell bezañ degemeret stajidi un diplom BAC+2 ganto met a dremeno un diplom BAC+3 prientet dre lizher e-pad ar stummadur.

Doareoù enskrivañ :

1/ Lizher kinnig ho raktres micherel da gas da Gelenn gant ho CV.

2/ Emgav gant ar bodad kadarnaat an enskrivadurioù e miz Even.

Skoazelloù arc'hant posupl gant ar Rannvro.

KELENN – 3 straed Vañde – 29000 KEMPER

pgz 02 98 95 55 99

kelenn2@wanadoo.fr


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 7 multiplié par 0 ?