STUMDI : Ur 5vet lec’h-stummañ e Brest

Communiqué de presse publié le 1/10/12 16:55 dans Langues de Bretagne par Annaig Guedes pour Annaig Guedes
https://abp.bzh/thumbs/27/27583/27583_1.jpg
Dirak en tu-kleiz : Claudie Malnoë-Motais renerez Stumdi dirak Marie-Haude Corcuff-Nicolas stummerez Stumdi gant stajidi tro-dro. A-us en tu-dehou : Gilles Delanoue rener an ISFEC (hag a feurm deomp ul lodenn eus ar salioù)-Ronan Hirrien prezidant Stumdi-André Lavanant teñzorer Stumdi-Fulup Jakez rener ofis publik ar brezhoneg-Malo Bouëssel Du Bourg rener Produet e Breizh ha paeron ar bloa
https://abp.bzh/thumbs/27/27583/27583_2.jpg
Logo Stumdi

Bez emañ ar greizenn stummañ aotreet Stumdi - anavezet evel ur gevredigezh talvoudus d'an holl (1) - o paouez digeriñ ur 5vet lec'h e kreiz-kêr Brest : 12 stajiad a zo o paouez kregiñ, d'an 13 a viz Gwengolo, gant ur stummadur d'an daoulamm war ar brezhoneg hag a echuo d'an 28 a viz Meurzh 2013.

1. Ar stummadur hir berr ha berr

Brudet eo Stumdi evit e stummadur : “brezhoneg e 6 miz”, krouet 16 vloaz 'zo, hag a ro tro da zeskiñ an diazezoù ret evit ober gant ar brezhoneg war ar pemdez.

Kinniget e vez gant an aozadur daou brantad bep bloaz e Aradon, Gwengamp, Landerne, Plañvour hag e Brest abaoe miz Gwengolo 2012. Degemeret e vez - nemet war ar stummadur-mañ (2) - ouzhpenn 120 stajiad : tud dilabour, implijidi pe hiniennoù.

Bez e c'hell ar stummadurioù bezañ kemeret e karg e meur a zoare : skoazell ar rannvro evit an dud dilabour pe un ehan hiniennel stummañ (CIF) evit an implijidi.

Ur servij heñchañ dibar krouet e 2006 a zo e bal sikour ar stajidi o deus c'hoant da wellaat o doareoù da glask postoù-labour divyezhek e-pad ha war-lerc'h ar stummadur hir.

Hervez ar respontoù a vez dastumet bep bloaz gant Stumdi abaoe tri bloaz (84 % eus ar stajidi a respont d'an enklask), 90 % eus ar stajidi goulennataet a zo pe war ur post-labour pe oc'h ober studioù stag ouzh ur vicher divyezhek pe an daou asambles.

2. Distro-skol gentañ e Brest

Merzhet eo bet gant an aozadur e veze degemeret e Landerne kalzig a stajidi o tont eus Brest pe tro-dro. Bez e oa un ezhomm stummadurioù brezhoneg war an dachenn-mañ.

Ur vro a lak kalz a nerzh evit diorren ar brezhoneg eo ivez hag emañ o kemer ur plas talvoudus e bed al labour brezhoneg (muioc'h-mui a bostoù divyezhek a vo kinniget e bloavezhioù o tont).

12 stajiad war 77 dispartiet war 5 lec'h-stummañ a zo o paouez kregiñ neuze d'an 13 a viz Gwengolo ar stummadur « brezhoneg e 6 miz ».

3. Ur paeron evit ar bloavezh-skol 2012-2013

Kustumet eo an aozadur-stummañ da zibab bep bloaz - evit lakaat war wel e stummadur hir - ur v/brezhoneger(ez) brudet hag en deus ul labour liammet gant ar brezhoneg.

Goulennet ez eus bet digant Malo Bouëssel Du Bourg, rener Produet e Breizh, bezañ paeron er bloaz-mañ. Klask a ra, dre e labour, diorren ar brezhoneg e bed an armerzh ar pezh a vez klasket ober gant Stumdi abaoe un nebeut bloavezhioù.

Titouroù ouzhpenn :

Deiziadoù ar prantad o tont war ar 5 lec'h-stummañ :

-eus an 8/01/2013 d'an 12/07/2013 (enskrivadurioù digor)

Da notenniñ :

1. Deuet eo hor c'hreizenn-stummañ da vezañ anavezet evel ur gevredigezh talvoudus evit an holl hag a c'hell degemer roadennoù gant an dud pe an embregerezhioù.

2. Formulennoù-all a vez kinniget a-hed ar bloaz (deuit da gemer titouroù war hol lec'hienn Internet : www.stumdi.com).


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 9 multiplié par 5 ?