Chom a ra un nebeut plasoù evit daou stummadur :
Ur staj ur sizhunvezh (35 eurvezh)
Eus ar 16 betek an 20 a viz C'hwevrer 2009 e Landerne (29)
Digor eo da nep piv bennak a fell dezhañ deskiñ an diazezoù pe zonaat e anaoudegezhioù.
Ar sizhunvezh-se a c'hell bezañ kemeret e karg gant ar stummadur dibaouez.
Ar stummadur uhel war ar brezhoneg (eil prantad)
Eus an 30 a viz Meurzh betek an 03 a viz Gouere 2009 e Plañvour (56)
Pal ar staj-mañ, an hini kentañ eus ar seurt e brezhoneg, a zo reiñ an tu d'ar stajidi, brezhonegerien anezho, da wellaat o live yezh ha da vestroniañ anezhañ e kement degouezh a zo, dre gomz ha dre skrid.
Ar stummadur-se a c'hell bezañ kemeret e karg evit ar gopridi hag an dud dilabour.
STUMDI Manoir de Keranden BP 311 29413 LANDERNEAU Cedex 02 98 21 39 94-bzh.stumdi@wanadoo.fr-www.stumdi.com
Stajoù tematek e miz Ebrel ha Gouere : www.stumdi.com
■