Stumdi : Div formulenn stummadur brezhoneg evit an implijidi hag ar re o deus klevet brezhoneg pa oa

Communiqué de presse publié le 15/06/12 11:27 dans Langues de Bretagne par Annaig Guedes pour Annaig Guedes
https://abp.bzh/thumbs/26/26343/26343_1.jpg

Implijidi : Tennit gounid eus an DIF evit deskiñ brezhoneg !

Kinniget e vo gant Stumdi eus miz Gwengolo 2012 da viz Even 2013, ur formulenn evit an implijidi deraouidi o deus c'hoant da dennañ gounid eus o eurvezhioù dastumet dre an DIF (Droit Individuel à la Formation) evit deskiñ brezhoneg :

Ul Lun kentelioù bep 15 deiz eus miz Gwengolo da viz Even : 17 devezh pe 119 eurvezh

Mard oc'h intereset, kit da lenn hor rubrikenn : Arc'hantaouiñ hor stummadurioù war hol lec'hienn ha deuit e darempred ganeomp. Ur follenn-enskrivañ hag ur programm a vo roet deoc'h kerkent.

Klevet ho peus brezhoneg pa oac'h bihan, gouest oc'h da gompren ar yezh met n'oc'h ket gouest d'he implijout dre gomz ?

Kinniget e vez gant Stumdi abaoe 3 bloaz ur stummadur diazezet war an eskemm evit lakaat ar stajidi da vont war-raok en un doare plijus ha da adtapout fiziañs enno dre gomz :

2 zevezh bep 15 deiz, d'al Lun ha d'ar Meurzh,

eus kreiz miz Gwengolo 2012 da fin miz Mae 2013.

Mard oc'h intereset gant ar stummadur-mañ, deuit e darempred ganeomp ar buanañ ar gwellañ. Ur follenn-enskrivañ hag ur programm a vo kaset deoc'h kerkent.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 4 multiplié par 8 ?