Studiadenn war liseidi gozh Diwan

Communiqué de presse publié le 16/04/14 11:39 dans Langues de Bretagne par Visant Roue pour Visant Roue
https://abp.bzh/thumbs/33/33557/33557_1.jpg
Fulup Jakez, Lena Louarn, Meriadeg Vallerie (OPAB) hag Anna-Vari Chapalain (Diwan)

D'an 8 a viz Ebrel 2014 e oa bet kinniget e Tolpad-Kêrioù S.Brieg disoc'hoù studiadenn Arsellva Implij ar Yezhoù e kenlabour gant Diwan.

Abaoe 1994 ez eus eus al lise Diwan. Meur a rummad zo bet eno bremañ, tapet o bachelouriezh gant ar vrezhonegerien yaouank-se ha kavet ez eus bet dedennus gant an Ofis Publik ha Diwan Breizh gouzout hiroc'h war piv int, peseurt micher o deus, pelec'h emaint o chom.

Ar studiadenn a ziskouez eo tud yaouank emren ha digor o spered. Abred e kuitaont ti o zud : e ti o zud e vev an 2/3 eus ar re 18 vloaz, dre-vras, e-skoaz a-boan 10% eus liseidi gozh Diwan. Mont a reont aliesoc'h en estrenvro evit o studioù : 12% eus ar studierien tremenet dre al lise Diwan a oa en estrenvro e 2012 e-skoaz nebeutoc'h eget 4% eus ar studierien c'hall.

Goude ar vachelouriezh e reont kursusoù lennegel, studioù bevoniezh ha profiloù krouerien a zeu war wel.

Desachet e vezont gant ar c'hêrioù bras : Roazhon ha Brest a zesach ar braz eus al liseidi Diwan da vare o studioù. A-feur ma erruont war marc'had al labour (etre bak+4 ha bak+6) en em ledont muioc'h er vro dre zibab diazadoù labourkentoc'h : 1/3 e Roazhon pe Brest, ¼ en ul lec'h all e Breizh hag ar peurrest er-maez eus Breizh. Kreñvaat a raio bezañs ar yezherien yaouank e Roazhon ha Brest : daougementet e vo an niver a dud tremenet dre al lise Diwan enno a-benn fin ar bloavezhioù 2010, teirc'hementet e vo e kreiz ar bloavezhioù 2020.

An enklask a ziskouez e cheñch ar gevredigezh vrezhonek. An enklask “Etude de l'histoire familiale” graet gant an Ebssa e 1999 a ziskoueze e oa an ¾ eus ar vrezhonegerien en tu all da 50 vloaz, e vevent e kumunioù war ar maez e 3 departamant ar c'hornôg evit 93% anezho hag e labourent (pe o doa labouret) da gentañ evel labourerien-douar, artizaned, kenwerzherien ha micherourien. An enklask war liseidi gozh Diwan a ziskouez ez eo disheñvel dezverkoù ar vrezhonegerien yaouank : chom a reont er c'hêrioù bras (Roazhon ha Brest) pe e poloù implij bihanoc'h e kornôg Breizh. Goude o studioù ez eont war-zu micherioù intelektuel pe etre.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 7 multiplié par 4 ?