Strollad Lleuwen Steffan : merc'hed an tan

Communiqué de presse publié le 15/08/15 0:36 dans Festivals par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin

Gant Manon, he c'hoar, Aimée un Iwerzhonadez a son bodhran, ha Visant ar soner gourvioloñs, setu Lleuwen o kenderc'hel gant he hent

Goude Pevarlamm, setu Lleuwen e Palais des Congrès. Ur strollad nevez a zo ganti, seniñ a ra an tamboulinerez abaoe nebeut amzer ganto. Tonioù ha kanaouennoù nevez a zo bet fardet gant ar ganerez, e kembraeg pe e brezhoneg evel «Kartennoù post». Ma vefe bet ar sono un tamm gwelloc'h e vefe bet plijusoc'h c'hoazh ! Solo Manon gant ur ganaouenn hengounel war ur ranig, pe hini Lleuwen e fin tout, hec'h-unan war al leurenn a oa souezhus-bras. Mouezh ar ganerez a zo dibar, gant ur stil dezhi etre rock'n roll, pop ha folk, he stil dezhi benn ar fin...


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 7 multiplié par 1 ?