Strollad Kallag e Kerien evit Taol Kurun

Communiqué de presse publié le 26/01/15 2:07 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin

Pebezh startijenn ! Servijet mat oa bet testenn Shakespeare ba Kerien, kêr kinnidig Remi Derrien

An hengoun eo bremañ ba Kerien : kinnig ur film, un teulfilm, evit derc'hel soñj eus ur c'homedian a feson, sot gant ar c'hoariva, paotr ar radio hag ar skinwel : Remi Derrien. Ar wech-mañ e oa bet skignet «Nifl ar c'honifl», un dresadenn vev eilmouezhet gant Remi evit mouezh al lapin bras, fur ha fin war un dro ha Mona Bouzeg evit gwreg an arzh hag avalaouer.

Ha da c'houde dao evit ar gomedienn mil luziet. Labour an daou vreur guevel, Silvain ha Yann-Ber a zo «very brilliant», hag ar re all, gouest da c'hoari an ugent bennak a dudennoù a zo barzh ar pezh.

Plijadur zo bet, hag evit echuiñ, kelc'h Kerien, aozer an abardaevezh gant ur grouidigezh tro dro d'an eured e Breizh e bloavezhioù 1900.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 6 multiplié par 6 ?