Ar gouel zo mat, met ar stourm zo tad !

Chronique publié le 20/05/17 23:59 dans Festivals par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin

Hir an hent, skuizh an den ? ... Tabutoù a vil vern a oa aozet 'pad gouel broadel ar brezhoneg.

Ne seblant ket bout skuizh koulskoude : 40 bloavezh stourm a-enep Monsanto, an OGK, ar soja a voued moc'h ha yer Breizh, o tont eus ar Brazil evit mont da vroioù pell... Displegañ a ra Jil, e komzoù fraezh ha sklaer e soñj war ur stourm kalet, a-enep ar produerien OGK a lak diaes peisanted ar bed. Evitañ ar stourm etrevroadel a zo tad, ha poent eo lakaat muioc'h a nerzh evit dont a-benn da grouiñ ur gwir gallout a-enep an aozadurioù kreñv a zo o veuziñ ar blanedenn gant ul labour douar ne zouj ket mui nag ouzh an douar, nag ouzh an dud.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 7 multiplié par 0 ?