Stourm evit frankiz ar c'helaouiñ : 1000 a dud e Kreiz Breizh

Chronique publié le 6/04/21 20:50 dans Environnement par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/52/52124/52124_1.jpg
Ur mor a dud e Kreiz Breizh evit skoazell frankiz ar c'hazetenniñ
Rostren : frankiz ar c'helaouiñ, frankiz an dud (249 vues)

Brav an abadenn dindan an erc'h, komzoù brav, komzoù flour a ziskouez nerzh an dud a stourm er vro evit ma vefe dieub ar gomz, digor ar mikro, evit ma vefe posubl kas enklaskoù da benn, a ziwar forzh peseurt sujed e vefe

Goude Inès Léraud, setu Morgan Large o vevañ trubuilhoù grevus el labour (RKB) hag er gêr, gant loened gwallgaset, un oto lakaet da vout dañjerus gant daou vis tennet eus ar rod...

Ha setu-hi, goude maer Rostren, goude sindikadoù kazetennerien, goude tud ar vro, goude rener RKB, o kemer ar gomz, sioul ha fromet, plom ha sklaer. Ne baouezeo ket da labourat, ne baouezo ket da enklask, goulenn a ra da genderc'hel e labour kelaouiñ er vro, ha netra all.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 8 multiplié par 4 ?