Danserien, grafourien, kanerien, sonerien, keginerien... A bep seurt tud a oa hiziv gant an hevelep c'hoant : diskouez pegen sot eo kenderc'hel da grediñ e vo un aerborzh nevez un diskoulm evit bro Naoned...
Plijus-tre e oa evit Yann ha Marjan stourmer-ez mont hiziv war an hent tizh: ur seurt geriadenn ekologel, gant boued vegan, gant tud a bep seurt oad. Arzoù kaer war an hent tizh, a-wechoù ivez war panelloù ha siwazh e Total ivez, war ar serpantoù nij, gant maskloù, gwiskamantoù... Gant ma vo aliesoc'h ur stourm o krouiñ eget ur stourm a zistruj, gant CRSed, tud skarzhet, tud gloazet...
■