Stourm Diwan da 2e disadorn plasenn ar frankiz ba Brest

Annonce publié le 19/02/21 22:01 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/51/51765/51765_1.jpg
Skritell en em vodañ e Brest 2020/2021

Tennet div eurvezh war deir en eil derez, setu eta ar pezh a zo bet dibabet gant ar rektordi, penaos e vo graet evit derc'hel gant ul live deread e Diwan hag e lec'h all ?

Fuloret e oa bet kelennerien skolaj Diwan ar Releg abalamour d'al lizher kaset gant ar Rektordi. Biskoazh kemend all ! Blanquer a ra ar pezh ne oa ket bet graet james : tennañ, en un taol, o lavarout ne oa ket dav kelenn an danvez brezhoneg pa oa an hentenn Diwan «dre soubidigezh».

Manifestiñ a ranker ober neuze, c'hoazh hag adarre evit diskouez n'omp ket a-du e vefe, ur wech adarre, lakaet ar Vretoned hag ar pobloù all ba bro C'hall da wallgas ha da lazhañ o yezhoù dezho.

«Gwall baket e vo ar gelennerien brezhoneg ivez, pa welint o eurvezhioù-kelenn o koazhañ, pe gwashoc'h ch'oazh, pa gollint o fost. Stu ma c'houlennomp groñs ma vije dalc'het d'an teir eurvezh brezhoneg ar sizhun dre glasad, ha n'eo ket dre live», a c'houl ar gelennerien hag aozerien ar vanifestadeg.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 8 multiplié par 0 ?