Staj margodennoù gant Yann-Klaod ar Ruyet

Annonce publié le 27/10/17 17:17 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/43/43431/43431_1.jpg
Ur c'hlasker, c'hoarier, barzh, kaner... Peadra d'ober anaoudegezh gant un den a stourm evit ur yezh komzet a galite !

Chom a ra pemp plas evit ar staj aozet d'ar gwener 4 a viz Du ba skol Diwan Kemperle etre 10e vintin ha 5e noz.

Ampart e brezhoneg (soutenet un dezenn gantañ e skol Veur Roazhon 2), stummer e meur a staj brezhoneg, piv a oar eo Yann Klaod un den ampart war arz ar margodennoù ? Piv en deus gwelet abadennoù an teir askolenn, pa veze aozet troiadoù e skolioù Diwan (pa oa c'hoariet an hevelep pezh c'hoari e galleg evit ... 30 000 bugel !). Ul levrig da heul evit lenn an istor, istorioù simpl evit ar re vihan, gant margodennoù brav...

Setu, evit kenderc'hel gant arz ar margodennoù ha ne vezont ket gwelet kalz war al leurennoù (Strollad Kallag gant Luduennig, ha setu tout, gwechall e oa «Fanch al laer» Marivonig Berthou a zo bet enrollet hag embannet dindan stumm ul levr ivez), setu ur stummadur evit an holl, etre 9 ha 99 vloaz, gant doare da labourat gant ar margodennoù da vintin, ha goude merenn (da bep hini da gas peadra da evañ ha da zebriñ), ijinet e vo istorioù, sketchoù a vo filmet. Peadra da labourat war lerc'h gant bugale, tud deuet e kentelioù noz...

Evit lakaat hoc'h anv (8 euro evit an asurañs) : 06 79 14 96 87


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 1 multiplié par 2 ?