Staj brezhoneg e Pornizh d'ar 27 ha 28 a viz C'hwevrer : devezhioù diwezhañ evit lakaat hoc

Agenda publié le 16/02/16 11:31 dans Langues de Bretagne par Julia THEPAUT pour Julia THEPAUT
https://abp.bzh/thumbs/39/39576/39576_1.jpg
Staj brezhoneg e Pornizh e 2015

Ur staj brezhoneg e Pornizh war tem ar vorlaeron ?! Evidoc'h an hini eo ! Pirates !

​E miz C'hwevrer e vo aozet an dibenn-sizhun staj brezhoneg gant Kentelioù an Noz. Evel warlene, hag evit ar wech diwezhañ, e vo graet e Feunteun ar Vretoned e Pornizh, d'ar Sadorn 27 ha d'ar Sul 28 a viz C'hwevrer.

Tro ho po d'adwelout ho parregezhioù ha da vont pelloc'h gant ar yezh, c'hoari, dañsal, kanañ e brezhoneg, ha kejañ gant brezhonegerien ! Plijadur a vo, penn da benn !En ul lec'h dreistordinal e tremenoc'h un dibenn-sizhun leun a souezhadennoù !

Digor d'an holl eo ar staj : deraouidi, deskidi ha brezhonegerien ampart. Bemdez e vo kinniget deoc'h 3 c'hentel pe obererezh e brezhoneg. Hag ouzhpenn e vo degemeret gant plijadur ho pugale : kinniget e vo obererezhioù a bep seurt dezho e brezhoneg, evel just !

Prizioù evit an dud deuet :

- An dibenn-sizhunvezh (an holl bredoù hag an nozvezh war al lec'h) : 90€ priz leun, 70€ priz bihanaet

- Un devezh (gant ar pred) : 40€ priz leun, 35€ priz bihanaet

Ret eo emezelañ d'ar gevredigezh (15€).

Prizioù evit ar vugale :

- An dibenn-sizhunvezh (an holl bredoù hag an nozvezh war al lec'h) : 40€.

- Un devezh (gant ar pred) : 10€.

Diwallit ! Betek an 19 e vo degemeret hoc'h enskrivadurioù, d'an diwezhatañ tout. Trugarez deoc'h en a-raok !

Evit kaout ar fichenn enskrivañ kit war www.breton-nantes.org


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 0 multiplié par 9 ?